Lizherenneg vramiek

Un abjad eo ar skritur bramiek (pe brahmi) kentoc'h evit ul lizherenneg rik dre ma talvez pep lizherenn gensonennel diazez d'ur silabenn enni ur vogalenn dre ret hag a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ outi stumm stag ar vogalennoù evel diakritikoù.

Sañset stummet war batrom al lizherenneg aramaek pe al lizherenneg fenisek e oa bet diorroet al lizherenneg vramiek en India tro-dro d'ar bloavezh 500 a-raok J.-K. Implijet e veze ar skritur brahmek evit skrivañ ar sañskriteg hag ar prakriteg. Diwar stummoù lizherennoù ar skritur bramek e oa bet diorroet tro-dro da 40 lizherenneg all implijet gwechall ha hiziv c'hoazh en India dreist-holl, met ivez er broioù war he zro, en o zouez ar skritur devanagari, al lizherenneg panjabek, al lizherenneg goudjaratek, al lizherenneg vanglaek (bengali), al lizherenneg oriyek met ivez al lizherennegoù kmerek, taiek ha tibetek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy